Kopiar a felle dimp Kaoud

Galv evid ardalañ douzh an oll ziastuzerioù

Ampouezonoù hag a zistruj ar vuhez eo an diastuzerioù. En dour-glaw emaint, e gwlizh ar mitin, e nektar ar bokedoù hag e stomokoù ar gwenan, e kordennoù ar gwir ar bebigoù, e neizhioù ar laboused, e laezh ar mammoù, en avaloù hag er c’herez. Un drajedïenn evid ar yec’hed eo an diastuzerioù. Degas a raont krign-béw, kleñvedoù Parkinson, trubuilhoù bredloc’hadel gant ar vugale, difrouezhusted, kammneuziadoù gant ar re nevez-ganet. Izistimet eo an ezpozadur douzh an diastuzerioù gant ur sistem waet da voud foll, hag a gav gwell tec’houd war-raog dall-mik. Pa vez berzet un diastuzer bennag e kaver deg evid kemer e lec’h. Miliadoù anezhe zo.

N’anavomp ket mui hor bro gant an distreset m’ema an natur enni. E-korf pemzeg vloaz hon eus kollet un drederenn ag ar laboused ; e-korf ugent vloaz an hanter ag ar balafenned. Dre miliardoù e varw ar gwenan hag an amprevaned-pollenerion ; skignaned ha karved-lann o deus dispariset ; dibaot-kàer ema daet ar bleunioù gouez da voud. Hon bed-ni eo ar bed-mañ é voned war ziverkaad. N’eo ket peb liw a ya da goll pe peb gouloù lazhet nemed un droug diremed. Roit hon kopiar dimp en-dro ha braventez ar bed ! Ya, rac’hwiziñ a raomp moned pelloc’h gant an distruj-se. Goulenn a raomp gwarez. Digant hon gouarnamantoù e c’houlennomp groñs ma vo berzet an oll ziastuzerioù kevanaozel er Frañs. Trawalc’h a gomzoù toull, aktoù bremañ !